Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.
Sant Ian 10:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre gement-mañ eo e kar va Zad ac’hanon, o vezañ ma lezan va buhez evit hec’h adkemer. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu perag e kar va Zad ac’hanoun; abalamour ma roan va buez, evit he c’hemeret a‐nevez. |
Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.
An AOTROU en em blij ennañ en abeg d'e reizhder; hag e kanmeulo al lezenn a zo bras hag enorus.
Evel ma’c’h anavez an Tad ac’hanon, ec’h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.
Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac’hanon va-unan. Ar galloud am eus d’he lezel hag ar galloud d’hec’h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad.
Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann hag ar Yuzevien diwar-benn ar c’hlanidigezh.
karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.
Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.