Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Sant Ian 1:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc’h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He‐man eo an hini euz a behini e lavaren: Dond a ra var va lerc’h eun den hag a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa. |
Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Yann en em lakaas da lavarout d’an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc’h egedon, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc’h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
Hennezh eo an hini a zeu war va lerc’h hag a zo dreiston, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.
Me n’anavezen ket anezhañ, met deuet on da vadeziñ en dour evit ma vo disklêriet da Israel.
Kalz a dud a zeuas d’e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n’en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir.