Sant Ian 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n’eo bet graet heptañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pep tra a zo bet great ganthan, ha netra a gement a zo bet great, n’ed eo bet great hep‐han. |
Doue a lavaras: Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heñveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neñvoù, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar.
Lavaret em eus: Va Doue, na'm dilam ket e-kreiz va deizioù. Da vloavezhioù a bad a oad da oad.
neuze e oan e oberour en e gichen, e oan e blijadur bemdez, o laouenaat hep paouez dirazañ.
Me eo am eus graet an douar ha krouet an den warnañ, me eo am eus astennet an neñvoù gant va daouarn ha roet al lezenn d'o arme,
Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.
koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.
hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist,
Dre ar feiz ec’h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c’her Doue, en hevelep doare ma n’eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus.
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.
Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:
Aotrou, dellezek out da resev ar gloar hag an enor hag ar galloud, rak krouet ec’h eus an holl draoù, hag evit da levenez eo emaint hag ez int bet krouet!