Hogen mar d-eo dre c’hras, n’eo mui dre an oberoù, anez ar c’hras ne vije mui ur c’hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n’eo mui ur c’hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù.
Galated 5:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Er-maez eus Krist emaoc’h, c’hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c’hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c’hras. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dispartiet oc’h ouz ar C’hrist, c’houi holl pere a glask en em justifia dre al lezen, kwezet oc’h e‐meaz euz ar c’hras. |
Hogen mar d-eo dre c’hras, n’eo mui dre an oberoù, anez ar c’hras ne vije mui ur c’hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n’eo mui ur c’hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù.
Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed.
Ne gasan ket da netra gras Doue, rak mar deu ar reizhder eus al lezenn, Krist eta a zo marvet en aner.
Setu, me Paol, a lavar deoc’h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc’het, Krist ne servijo da netra deoc’h.
o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,
Hor bezet aon eta, pa’z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d’antreal en e ziskuizh, n’en defe unan bennak ac’hanoc’h diskouezet bezañ he dilezet.
Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz.