rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
Galated 3:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned A-raok ma teuas ar feiz, e oamp serret dindan dalc’h al lezenn, e sell d’ar feiz a dlee bezañ diskuliet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, araog ma oe deuet ar feiz, e oamp dalc’het da ziwall dindan al lezen, evit ar feiz pehini a dlie beza dizoloet. |
rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
Perak eta al lezenn? Lakaet eo bet abalamour d’an disentidigezh, betek donedigezh al lignez a oa bet graet ar bromesa dezhi. Embannet eo bet dre aeled ha dre zorn un hanterour.
Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h bezañ dindan al lezenn, ha n’intentit ket al lezenn?
Holl int marv er feiz hep bezañ resevet an traoù prometet, met o vezañ o gwelet a-bell hag o vezañ kredet enno, asañtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar.
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.