Met mar d-eo da vreur glac’haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.
Galated 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak mar adsavan an traoù am eus distrujet, en em zisklêrian va-unan un torrer eus al lezenn, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag, mar savan a‐nevez an traou em euz distrujet, e tisclerian ez oun va‐unan transgressour; |
Met mar d-eo da vreur glac’haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.
Gwir eo ez eo an amdroc’h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc’h a zeu da vezañ diamdroc’h.
Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud.
Ne gasan ket da netra gras Doue, rak mar deu ar reizhder eus al lezenn, Krist eta a zo marvet en aner.
Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc’h, perak ez on c’hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.