Galated 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pevarzek vloaz goude, e pignis a-nevez da Jeruzalem gant Barnabaz hag e kemeris ivez Tit ganin. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pevarzec vloaz goude, e saviz adare da Jerusalem gant Barnabas, hag e kemeriz ive Titus ganen. |
Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c’harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.
E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.
Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoù eus kêr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c’hasjont kuit eus o bro.
Hag e c’halvjont Barnabaz Yaou ha Paol Merc’her, abalamour ma oa hemañ a zouge ar gomz.
ni hon eus kavet mat, holl asambles, dibab tud hag o c’has deoc’h gant hor re garet-mat Barnabaz ha Paol,
ne’m eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne’m boa ket kavet va breur Tit. O vezañ kimiadet diouto, on aet e Makedonia.
Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c’henseurt ha va c’henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoù ha gloar Krist.
Tri bloavezh goude, e pignis da Jeruzalem da welout Pêr hag e chomis gantañ pemzek devezh,
Hag asambles gantañ ar Yuzevien all a heulias e bilpouzerezh, en hevelep doare ma voe sachet Barnabaz zoken en o filpouzerezh.
Ha Tit e-unan, hag a oa ganin, ne voe ket rediet da vezañ amdroc’het, petra bennak ma oa Gresian.
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.
Aristark, va c’henbrizoniad, a salud ac’hanoc’h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc’h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d’ho kavout, degemerit anezhañ.
da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!