Na laka netra ouzhpenn er gerioù-mañ, gant aon na reprenfe ac'hanout ha na vefes kavet gaouiat.
Galated 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma hon eus dija lavaret, henn lavarout a ran adarre bremañ: mar prezeg deoc’h unan bennak un aviel disheñvel diouzh an hini hoc’h eus resevet, ra vo milliget! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel ma hon euz lavaret c’hoas, evel‐se e lavaran adare breman: Mar deu unan‐benag da brezeg deoc’h eun aviel dishenvel diouz an hini hoc’h euz recevet, ra vezo milliget! |
Na laka netra ouzhpenn er gerioù-mañ, gant aon na reprenfe ac'hanout ha na vefes kavet gaouiat.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a zo o profediñ deoc'h! Ho lakaat a reont da zont da vezañ aner, o tisklêriañ gweledigezh o c'halon ha nann eus genoù an AOTROU.
O vezañ tremenet ur pennad amzer eno, ez eas kuit hag e treuzas rannvroioù Galatia ha Frigia, en ur greñvaat an holl ziskibien.
Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto.
Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,
Met hag em eus graet dre skañvadurezh pa em eus soñjet kement-se, pe ar pezh a soñjan, bez’ eo hervez ar c’hig en hevelep doare ma vez ennon ar “ya, ya” hag an “nann, nann”?
Mirout a reot an holl draoù a c'hourc'hemennan dit hag e reot diouto, ha ne lakaiot netra ouzhpenn enno ha ne lammot netra diouto.
Ne lakaiot netra ouzhpenn er c'homzoù a gemennan deoc'h ha ne lammot netra diouto, met mirout a reot gourc'hemennoù an AOTROU ho Toue a gemennan deoc'h.
A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc’h an hevelep traoù, hag evidoc’h kement-se eo ho surentez.