Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Galated 1:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude-se ez is da vroioù Siria ha Kilisia, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goudeze ez iz en broiou ar Syri hag ar Cilici; |
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.
Kement-mañ a skrivjont drezo: An ebestel, an henaourien hag ar vreudeur, d’ar vreudeur a-douez ar baganed a zo en Antioch, e Siria hag e Kilisia: Salud!
Paol, goude bezañ c’hoazh chomet e Korint pell a-walc’h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc’het rak graet en doa ur gouestl.
O vezañ gwelet a-ziabell Kiprenez hag o bezañ lezet anezhi war an tu kleiz, ez ejomp etrezek Siria hag en em gavjont e Tir, abalamour ma leze ar vatimant he c’harg eno.
Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gêr vrudet-se eus Kilisia. Da bediñ a ran da’m lezel da gomz d’ar bobl.
Me a zo Yuzev, ganet e Tars e Kilisia, met savet on bet er gêr-mañ ouzh treid Gamaliel ha desket gant rusted e lezenn hon tadoù, o vezañ gredus evit Doue evel m’emaoc’h-c’hwi holl hiziv.
Ar gouarnour a lennas al lizher hag a c’houlennas a beseurt rannvro e oa Paol. O vezañ gouezet e oa eus Kilisia,
Met hiniennoù eus ar sinagogenn anvet ar Frankizidi, eus re ar Sireniz hag an Aleksandriz, ha tud eus Kilisia hag Azia, a savas evit tabutal gant Stefan.
Ar vreudeur o vezañ anavezet kement-se, a zegasas anezhañ da Gezarea hag en kasas etrezek Tars.