Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Galated 1:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Goudeze ez iz en broiou ar Syri hag ar Cilici;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Goude-se ez is da vroioù Siria ha Kilisia,

Ver Capítulo Copiar




Galated 1:21
12 Referencias Cruzadas  

Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe.


En Iliz Antiokia e oa eun neubeud profeted ha doctored, Barnabas, Simeon a c’halver Niger, Lucius ar Cyrenead, Manahem, pehini a oa bet savet assambles gant Herodes, ha Saul.


o kas ar scrid‐man dreizhe: An ebestel, ar re ancien hag ar breudeur, d’hor breudeur euz a‐douez ar Jentiled, pere a zo en Antiokia, er Syri hag er Cilici, salud.


hag e tremenaz dre ar Syri hag ar Cilici, en eur grenvaad an Ilizou.


Koulskoude Paol, goude beza choumet c’hoas eur pennad mad en Corint, a gimiadaz euz ar breudeur, hag a ieaz dre vor d’ar Syri, assambles gant Priscilla hag Akilas; araog mond, hen doa lakeat troc’ha he vleo en Senkre, rag eur vœu hen doa great.


Neuze, o veza gwelet a‐zia bell enezen Cyprus, e lezjomp anezhi en dorn kleiz, hag ez ejomp etrezeg ar Syri, hag e touarjomp en Tir, rag eno eo e tlie al lestr diskarga.


Paol a respontaz: Me a zo eur Judeo, euz a Dars, ar gear vrudet‐se euz a Cilicia; da bedi a ran stard da lezel ac’hanoun da gomz ouz ar bobl.


Hag e lavaraz: Me a zo eur Judeo, ginidic euz a Dars, en Cilicia, mes savet oun bet er gear‐man e‐c’harz treid Gamaliel, ha kelennet mad e lezen hon tadou, o veza devot braz e‐kenver Doue, evel ma’z oc’h c’houi holl hirio.


Hag ar gouarner, o veza lennet al lizer, a c’houlennaz a be seurt provinç e oa Paol; hag o klevet e oa euz a Cilicia, e lavaraz dezhan:


Mes darn euz ar sinagog a hanver sinagog an dud liberet, hag euz a hini ar Cyreneed hag an Alexandrined, ha tud euz a Cilicia ha bro an Azi, a zavaz da zisput a‐enep Stefan.


Pa ouezaz ar breudeur kement‐se, e tigasjont anezhan da Cezare, hag hen kasjont da Dars.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos