Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Galated 1:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met ne welis hini eus an ebestel all, nemet Jakez breur an Aotrou. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes na veliz hini euz an ebestel all, nemed Jakes, breur an Aotrou. |
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Evel ma komze c’hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur a chome er-maez hag a glaske komz outañ.
Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur?
Ha n’eo ket eñ ar c’halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c’hoarezed, ha n’emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
Hag e voe lavaret dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo er-maez hag a c’hoanta da welout.
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
Oc’h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d’ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec’h all.
Ha n’hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c’hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz?
Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist: