Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr.
Galated 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tri bloavezh goude, e pignis da Jeruzalem da welout Pêr hag e chomis gantañ pemzek devezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze, a‐ben tri bloaz, e saviz da Jerusalem, da velet Per; hag e choumiz ganthan pemzec dervez; |
Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr.
Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien?
Er c’hontrol, pa weljont e oa bet fiziet ennon an Aviel evit ar re ziamdroc’h evel ma oa bet e Pêr evit an amdroc’hidi,
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.