Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc’h holl, abalamour ma’z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl.
Filemon 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Trugarekaat a ran va Doue dalc’hmat, o kaout soñj ac’hanout em pedennoù, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Trugarekaad a ran va Doue, oc’h ober bepred memor ac’hanoud em pedennou; |
Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc’h holl, abalamour ma’z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl.
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Trugarekaat a ran Doue, a servijan gant ur goustiañs c’hlan evel va hendadoù, rak noz ha deiz ne baouezan da gaout soñj ac’hanout em fedennoù,
o vezañ klevet diwar-benn ar feiz ac’h eus en Aotrou Jezuz ha da garantez evit an holl sent,