Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Trugarekaat a ran Doue, a servijan gant ur goustiañs c’hlan evel va hendadoù, rak noz ha deiz ne baouezan da gaout soñj ac’hanout em fedennoù,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Trugarekaad a ran Doue pehini a zervichan gant eur goustians pur, evel ma ho deuz great va zadou, rag, nozdeiz, e ran memor ac’hanoud em fedennou,

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 1:3
21 Referencias Cruzadas  

Chomet e oa intañvez, hag e oa oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro. N’ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù.


Me a zo Yuzev, ganet e Tars e Kilisia, met savet on bet er gêr-mañ ouzh treid Gamaliel ha desket gant rusted e lezenn hon tadoù, o vezañ gredus evit Doue evel m’emaoc’h-c’hwi holl hiziv.


Paol, o sellout start ouzh ar sanedrin, a lavaras: Tud breudeur, bevet em eus betek vremañ dirak Doue e pep koustiañs vat.


Met ec’h anzavan kement-mañ ouzhit, penaos hervez an hent a c’halvont sektenn, e servijan Doue va zadoù, o krediñ kement holl a zo skrivet el lezenn hag er brofeded,


Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud.


E-keñver ar vuhez am eus renet, anavezet eo gant an holl Yuzevien adalek va yaouankiz, tremenet eo bet abaoe ar penn-kentañ e-kreiz va broad e Jeruzalem.


Rak un ael a-berzh an Doue ez on dezhañ hag emaon o servijañ a zo en em ziskouezet din en noz-mañ


Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c’houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel,


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


ha penaos ez aen pelloc’h er yuzeverezh eget meur a hini eus va oad hag eus va bro, o vezañ douget dreist an holl evit hengounioù va zadoù.


ne baouezan ket da drugarekaat evidoc’h, o kaout soñj ac’hanoc’h em pedennoù,


Pediñ a reomp anezhañ gant birvidigezh noz-deiz evit ma c’hellimp gwelout ho tremm ha peurleuniañ ar pezh a vank d’ho feiz.


o virout ar feiz hag ur goustiañs vat; hiniennoù o vezañ kollet anezhi, o deus graet peñse e-keñver ar feiz.


Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.


An hini a zo gwir intañvez hag a zo chomet hec’h-unan, a esper e Doue hag a gendalc’h noz-deiz e pedennoù hag e erbedennoù.


o virout ar soñj eus ar feiz gwirion a zo ennout, a zo bet da gentañ en da vamm-gozh Loiz hag en da vamm Euniz, hag a zo ennout ivez, me a zo sur-mat.


Abaoe da vugaleaj ec’h anavezez ar Skriturioù Santel a c’hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.


Jezuz-Krist a zo an hevelep hini, dec’h, hag hiziv, ha da viken.


Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos