kreñvaet o deus va spered hag hoc’h hini. Bezit eta leun a zoujañs evit ar seurt tud-se.
Filemon 1:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ya, breur, ra resevin ar blijadur-se diganit en Aotrou, laouena va c’halon en Aotrou. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ia, va breur, ra em bezo ar blijadur‐ze diganez en Aotrou; ro joausted d’am c’halon en Aotrou; |
kreñvaet o deus va spered hag hoc’h hini. Bezit eta leun a zoujañs evit ar seurt tud-se.
Rak mar glac’haran ac’hanoc’h, piv a laouenaio ac’hanon, nemet an hini a vo bet glac’haret ganin?
Dre-se ez omp bet frealzet dre ho frealz, met muioc’h c’hoazh ez omp bet laouenaet abalamour da levenez Tit, rak e spered a zo bet dinec’het ganeoc’h holl.
Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c’hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.
Rak, va breur, da garantez he deus roet deomp ul levenez vras hag ur frealz mat, dre ma ec’h eus laouenaet kalonoù ar sent.
Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.
Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?
N’eus ket evidon ur brasoc’h levenez eget klevout penaos e kerzh va bugale er wirionez.