Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Filemon 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned a zo bet gwechall didalvoud dit, met a zo bremañ talvoudek dit koulz ha din, hag a gasan en-dro dit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evit heman pehini a oa gwech‐all hep talvoudegez evidoud, hag a vezo breman talvoudus d’id, kerkoulz ha d’in‐me, hag a gassan breman d’id var he giz. |
Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.
Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.
C’hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc’hemennet deoc’h, lavarit: Servijerien didalvoud ez omp, abalamour hon eus graet ar pezh a oa ret deomp ober.
an holl a zo en em zianket, an holl a zo en em lousaet asambles, n’eus hini anezho hag a ra ar mad, n’eus hini ebet.
Lukaz hepken a zo ganin. Kemer Mark hag e zegas ganit, rak talvoudus eo din evit ar ministrerezh.
c’hwi ha ne oac’h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho poa ket kavet trugarez met hoc’h eus kavet bremañ trugarez.