D'an trizekvet deiz eus ar miz kentañ e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc'hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c'houarnourien pep proviñs, da briñsed pep pobl, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue.
Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.
D'an trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, pa'c'h erruas an deiz evit seveniñ urzh ar roue hag e gemenn, an deiz ma c'hortoze enebourien ar Yuzevien bezañ mestroù warno, ar c'hontrol a voe, ar Yuzevien a voe mestroù war ar re a gasae anezho.
Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas d'an trizekvet deiz ha d'ar pevarzekvet deiz, hag e tiskuizhjont d'ar pemzekvet, hag e rejont anezhañ un devezh fest ha levenez.