En lakaas da bignat war e eil karr, hag e veze kriet a-raok dezhañ: D'an daoulin! En lakaas da vestr war holl vro Ejipt.
Ester 6:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ra vo roet an dilhad-se hag ar marc'h-se da unan eus priñsed uhelañ ar roue, ra vo gwisket an den a fell d'ar roue enoriñ, ra vo graet dezhañ mont war varc'h dre straedoù kêr, ra vo huchet dirazañ: Evel-se e vez graet d'an den a fell d'ar roue enoriñ! |
En lakaas da bignat war e eil karr, hag e veze kriet a-raok dezhañ: D'an daoulin! En lakaas da vestr war holl vro Ejipt.
Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc'h evel m'ec'h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d'ober netra eus ar pezh ac'h eus lavaret.
Haman eta a zeuas, hag ar roue a lavaras dezhañ: Petra a vo graet evit un den a fell d'ar roue enoriñ? Haman a lavaras en e galon: Da biv e fellfe d'ar roue ober muioc'h a enor eget din-me?
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.