8 ra vo degaset dezhañ dilhad roueel en deus gwisket ar roue, hag ur marc'h en deus aet ar roue warnañ, ra vo lakaet ur gurunenn roueel war e benn,
Ar roue a lavaras dezho: Kemerit ganeoc'h servijerien hoc'h aotrou, lakait Salomon va mab war va mulez, ha diskennit anezhañ da C'hihon.
degas Vasti ar rouanez dirak ar roue, gant ar gurunenn roueel, evit diskouez d'an dud ha d'ar briñsed he c'haerded, rak kaer e oa he dremm.
Ar roue a garas Ester muioc'h eget an holl wragez, hi a gavas gras ha madelezh dirazañ muioc'h eget an holl werc'hezed. Lakaat a reas ar gurunenn roueel war he fenn, hag e reas anezhi rouaned e-lec'h Vasti.
Hag Haman a lavaras d'ar roue: Diwar-benn an den a fell d'ar roue enoriñ,
Gwelet em eus ivez servijerien war varc'h, ha priñsed o vont war droad evel servijerien.
Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.
Jonatan a ziwiskas ar vantell a oa warnañ, hag e roas anezhi da Zavid, gant e harnez, betek e gleze, e wareg hag e c'houriz.