Ester 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Ar roue a lavaras: Piv a zo el leurenn? Haman a oa deuet e leurenn an diavaez eus ti ar roue, evit lavarout d'ar roue krougañ Mardoke d'ar post-kroug en doa prientet evitañ.
Holl servijerien ar roue ha pobl proviñsoù ar roue a anavez ez eus ul lezenn penaos piv bennak, den pa maouez, a ya e ti ar roue, e leurenn an diabarzh, hep bezañ bet galvet, a zo lakaet d'ar marv, nemet ec'h astenn dezhañ ar roue e vazh aour, rak a-gement-se e c'hell bevañ. Ha me n'on ket bet galvet da di ar roue abaoe tregont devezh.
D'an trede deiz Ester a wiskas he dilhad rouanez hag en em zalc'has e leurenn an diabarzh eus ti ar roue, a oa dirak ti ar roue. Ar roue a oa azezet war dron e rouantelezh, en ti roueel, e-tal dor an ti.
Zeresh e wreg, hag e holl vignoned, a lavaras: Ra vo graet ur post-kroug uhel a hanter-kant ilinad, ha warc'hoazh beure lavar d'ar roue ma vo krouget Mardoke eno, ha kae laouen d'ar fest gant ar roue. An dra-se a blijas da Haman, hag e reas ober ar post-kroug.
Ar roue a lavaras: Peseurt enor ha peseurt bri a zo bet kinniget da Vardoke evit kement-se? Ha tud ar roue a servije anezhañ a respontas: N'eus bet graet netra evitañ.
Hag Harbona, unan eus ar spazhidi, a lavaras dirak ar roue: Setu, ar post-kroug en deus graet Haman evit Mardoke, an hini en deus komzet evit mad ar roue, a zo savet e ti Haman, uhel a hanter-kant ilinad. Ar roue a lavaras: Ra vo krouget eno.