Ar roue a lavaras: Piv a zo el leurenn? Haman a oa deuet e leurenn an diavaez eus ti ar roue, evit lavarout d'ar roue krougañ Mardoke d'ar post-kroug en doa prientet evitañ.
Haman eta a zeuas, hag ar roue a lavaras dezhañ: Petra a vo graet evit un den a fell d'ar roue enoriñ? Haman a lavaras en e galon: Da biv e fellfe d'ar roue ober muioc'h a enor eget din-me?