Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ar roue a lavaras: Piv a zo el leurenn? Haman a oa deuet e leurenn an diavaez eus ti ar roue, evit lavarout d'ar roue krougañ Mardoke d'ar post-kroug en doa prientet evitañ.

Ver Capítulo Copiar




Ester 6:4
12 Referencias Cruzadas  

Holl servijerien ar roue ha pobl proviñsoù ar roue a anavez ez eus ul lezenn penaos piv bennak, den pa maouez, a ya e ti ar roue, e leurenn an diabarzh, hep bezañ bet galvet, a zo lakaet d'ar marv, nemet ec'h astenn dezhañ ar roue e vazh aour, rak a-gement-se e c'hell bevañ. Ha me n'on ket bet galvet da di ar roue abaoe tregont devezh.


D'an trede deiz Ester a wiskas he dilhad rouanez hag en em zalc'has e leurenn an diabarzh eus ti ar roue, a oa dirak ti ar roue. Ar roue a oa azezet war dron e rouantelezh, en ti roueel, e-tal dor an ti.


Zeresh e wreg, hag e holl vignoned, a lavaras: Ra vo graet ur post-kroug uhel a hanter-kant ilinad, ha warc'hoazh beure lavar d'ar roue ma vo krouget Mardoke eno, ha kae laouen d'ar fest gant ar roue. An dra-se a blijas da Haman, hag e reas ober ar post-kroug.


Ar roue a lavaras: Peseurt enor ha peseurt bri a zo bet kinniget da Vardoke evit kement-se? Ha tud ar roue a servije anezhañ a respontas: N'eus bet graet netra evitañ.


Tud ar roue a lavaras dezhañ: Setu Haman a zo el leurenn; hag ar roue a lavaras: Ra zeuio-tre!


Hag Harbona, unan eus ar spazhidi, a lavaras dirak ar roue: Setu, ar post-kroug en deus graet Haman evit Mardoke, an hini en deus komzet evit mad ar roue, a zo savet e ti Haman, uhel a hanter-kant ilinad. Ar roue a lavaras: Ra vo krouget eno.


Eñ a dap ar re fur en o gwidre, ha c'hoantoù ar re zrouk a zo diskaret,


An hini a zo azezet en neñvoù a c'hoarzho, an AOTROU a raio goap anezho.


evit dieubiñ o ene eus ar marv, hag o lakaat da vevañ e-pad an naonegezh.


Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos