Neuze Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai hag o c'henseurted a rejont buan kement-se, dre m'en doa Dariuz e skrivet dezho.
Ester 6:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag Haman a gemeras an dilhad hag ar marc'h, a wiskas Mardoke hag a lakaas anezhañ da vont war varc'h dre straedoù kêr, en ur huchal dirazañ: Evel-se e vez graet d'an den a fell d'ar roue enoriñ! |
Neuze Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai hag o c'henseurted a rejont buan kement-se, dre m'en doa Dariuz e skrivet dezho.
Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc'h evel m'ec'h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d'ober netra eus ar pezh ac'h eus lavaret.
Goude-se, Mardoke a zistroas da zor ar roue, hag Haman en em dennas buan d'e di, gwall c'hlac'haret, goloet e benn.
Mardoke a zeuas a-zirak ar roue, gant dilhad roueel limestra ha gwenn, ur gurunenn vras a aour, hag ur vantell a lin fin ha tane. Kêr Suza a laoske youc'hadennoù hag a laouenae.
Hag holl briñsed ar proviñsoù, an ofiserien, ar c'houarnourien hag holl velestrourien ar roue a skoazellas ar Yuzevien, rak spont Mardoke a oa kouezhet warno.
An hini a ziwall ar wezenn-fiez a zebro he frouezh, evel-se an hini a ziwall e vestr a vo enoret.
Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.
Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.