Mar kav mat ar roue, ra vo embannet un urzh roueel eus e berzh, ha ra vo skrivet e lezennoù Persia ha Media, ha ra vo didorrus, penaos na zeuio ken Vasti dirak ar roue Asueruz, hag e roio ar roue ar vriegezh a rouanez da unan all, gwelloc'h egeti.
Ester 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Holl servijerien ar roue ha pobl proviñsoù ar roue a anavez ez eus ul lezenn penaos piv bennak, den pa maouez, a ya e ti ar roue, e leurenn an diabarzh, hep bezañ bet galvet, a zo lakaet d'ar marv, nemet ec'h astenn dezhañ ar roue e vazh aour, rak a-gement-se e c'hell bevañ. Ha me n'on ket bet galvet da di ar roue abaoe tregont devezh. |
Mar kav mat ar roue, ra vo embannet un urzh roueel eus e berzh, ha ra vo skrivet e lezennoù Persia ha Media, ha ra vo didorrus, penaos na zeuio ken Vasti dirak ar roue Asueruz, hag e roio ar roue ar vriegezh a rouanez da unan all, gwelloc'h egeti.
Mont a rae e-barzh d'abardaez, ha diouzh ar beure e tistroe da eil ti ar gwragez, dindan evezh Shaashgaz, spazhad ar roue, diwaller ar serc'hed. Ne yae ken etrezek ar roue, nemet hag e c'hoantafe ar roue hag e vefe galvet dre hec'h anv.
Ar roue a lavaras: Piv a zo el leurenn? Haman a oa deuet e leurenn an diavaez eus ti ar roue, evit lavarout d'ar roue krougañ Mardoke d'ar post-kroug en doa prientet evitañ.
Ar roue a astennas da Ester ar vazh-roue aour. Ester a savas hag en em zalc'has en he sav dirak ar roue,
Met ma ne roit ket din da anavezout an huñvre, an hevelep setañs a skoio ac'hanoc'h holl. Rak hoc'h eus prientet un dra bennak faos ha touellus da lavarout din, o c'hortoz ma vo kemmet an amzer. Lavarit din eta an huñvre ha me a ouezo hag-eñ e c'hellot diskuliañ e zisklêriadenn.
En hevelep doare, ezhec’h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc’h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc’h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc’h harz ebet ouzh ho pedennoù.