Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Mont a rae e-barzh d'abardaez, ha diouzh ar beure e tistroe da eil ti ar gwragez, dindan evezh Shaashgaz, spazhad ar roue, diwaller ar serc'hed. Ne yae ken etrezek ar roue, nemet hag e c'hoantafe ar roue hag e vefe galvet dre hec'h anv.

Ver Capítulo Copiar




Ester 2:14
8 Referencias Cruzadas  

An den yaouank ne zaleas ket da ober kement-se, rak merc'h Jakob a blije dezhañ. Eñ a oa an hini uhelañ e ti e dad.


neuze, ar plac'h yaouank a yae da gavout ar roue. Kement tra a c'houlenne a veze roet dezhi, evit kas ganti eus ti ar gwragez da di ar roue.


Pa erruas tro Ester merc'h Abikail, eontr Mardoke, en doa he c'hemeret evel e verc'h, da vont da gavout ar roue, ne c'houlennas netra nemet ar pezh a lavarfe Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez. Ester a gave gras dirak an holl re a wele anezhi.


Holl servijerien ar roue ha pobl proviñsoù ar roue a anavez ez eus ul lezenn penaos piv bennak, den pa maouez, a ya e ti ar roue, e leurenn an diabarzh, hep bezañ bet galvet, a zo lakaet d'ar marv, nemet ec'h astenn dezhañ ar roue e vazh aour, rak a-gement-se e c'hell bevañ. Ha me n'on ket bet galvet da di ar roue abaoe tregont devezh.


Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.


Abalamour da garantez Jakob va servijer, ha da Israel am eus dibabet, da c'halvet em eus dre da anv, da anvet pa n'anavezes ket ac'hanon.


Mar erru na blijfe ket dit ken, e kasi anezhi kuit el lec'h ma karo, met ne c'helli ket he gwerzhañ evit arc'hant nag ober ur sklavez anezhi dre ma ez po he dismegañset.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos