Ester 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ne brize ket lakaat e dorn war Vardoke e-unan, rak diskuliet e oa bet dezhañ pobl Mardoke. Hag Haman a glaskas distrujañ an holl Yuzevien a oa dre-holl e rouantelezh Asueruz, dre ma oant pobl Mardoke. |
met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemañ a c'hourc'hemennas dre lizheroù ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eñ hag e vibien, ouzh ar post.
Deuit, emezo, lakaomp anezho da vont da get a-douez ar pobloù, ha ra ne vo komzet ken eus anv Israel.
Ha ne'c'h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mañ, o lavarout: An daou diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d'o daoulagad.
Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c’hwi a chom enno. Gwalleur d’an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc’h gant ur fulor vras hag o c’houzout n’en deus nemet nebeud amzer.