Ester 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Pa voe anavezet komz hag urzh ar roue, ha ma voe dastumet un niver bras a verc'hed e Suza ar gêrbenn dindan evezh Hegai, Ester a voe degaset da di ar roue dindan evezh Hegai, diwaller ar gwragez.
Pa erruas tro Ester merc'h Abikail, eontr Mardoke, en doa he c'hemeret evel e verc'h, da vont da gavout ar roue, ne c'houlennas netra nemet ar pezh a lavarfe Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez. Ester a gave gras dirak an holl re a wele anezhi.
ha ra lakaio ar roue kefridiourien en holl broviñsoù e rouantelezh, da zastum an holl verc'hed yaouank gwerc'h ha koant e Suza ar gêrbenn, e ti ar gwragez, dindan evezh Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez, ha ra vo roet dezho ar pezh a zo ret evit en em gempenn.