Te eo a vo mestr war va zi, ha va holl bobl a sento ouzh da c'henoù. Brasoc'h e vin hepken egedout dre an tron.
Ester 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar Yuzev Mardoke a voe an eil goude Asueruz, hag e voe bras e-touez ar Yuzevien, plijus d'e vreudeur niverus, o klask mad e bobl hag o komz evit eurvad e holl ouenn. |
Te eo a vo mestr war va zi, ha va holl bobl a sento ouzh da c'henoù. Brasoc'h e vin hepken egedout dre an tron.
Chom a ri e bro C'hoshen hag e vi tost din, te, da vugale, bugale da vugale, da zeñved ha da ejened ha kement a zo dit.
Me az mago eno rak pemp bloavezh a naonegezh a vo c'hoazh, gant aon na zeufes paouroc'h-paourañ, te, da di ha kement a zo dit.
Zikri, un den kadarn eus Efraim, a lazhas Maaseja mab ar roue, Azrikam penn ti ar roue, hag Elkana a oa an eil war-lerc'h ar roue.
Samballad an Horonad ha Tobija ar servijer Ammonad, o vezañ klevet-se, o doe un desped bras rak e oa deuet unan bennak d'ober vad da vibien Israel.
Hag e oa e Suza ar gêrbenn ur Yuzev anvet Mardoke, mab Jair, mab Shimei, mab Kish, ur Benjaminad,
Holl servijerien ar roue a oa ouzh dor ar roue a blege hag a stoue dirak Haman, rak ar roue en doa gourc'hemennet-se en e geñver. Met Mardoke ne blege ket ha ne stoue ket dirazañ.
Klevet em eus diwarnout e c'hellez disklêriañ ha diskoulmañ traoù diaes. Bremañ ma c'hellez lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, e vi gwisket a dane, e tougi ur c'holier aour ouzh da c'houzoug, hag e vi an trede eus ar rouantelezh.
Neuze war urzh Belshazar e voe gwisket Daniel a dane ha lakaet ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag e voe embannet e vefe an trede eus ar rouantelezh.
Daniel a voe a-us d'ar vinistred all ha d'ar satraped, dre ma oa ennañ ur spered dreist muzul. Hag ar roue a soñje sevel anezhañ war ar rouantelezh holl.
hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.