Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 23:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 23:17
24 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a zo evidon, ne'm bo aon rak netra. Petra a raio an den din?


En doujañs an AOTROU emañ ur fiziañs kreñv, hag un degemer start evit ar vugale.


Bez' ez eus soñjoù diniver e kalon an den, met kuzul an AOTROU a chomo digemm.


Kreñvait an daouarn dinerzhet, startait an daoulin semplaet.


Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.


Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.


Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.


Pa’z omp erruet e Rom, ar c’hantener a lakaas ar brizonidi etre daouarn prefed ar pretordi. Met da Baol e voe aotreet chom en e di e-unan, gant ur soudard a ziwalle anezhañ.


met mar deu eus Doue, ne c’hellot ket e zistrujañ. Diwallit na vefe kavet ho pefe graet brezel da Zoue.


ez in d’ho kavout pa’z in da Vro-Spagn. Evel-se em eus spi da welout ac’hanoc’h en ur dremen ha da vezañ ambrouget ganeoc’h en hent war-zu eno, goude ma em bo bet ar plijadur da vezañ un tammig ganeoc’h.


Evel-se e lavaromp gant fiziañs: An Aotrou eo va sikour, ne’m bo ket aon. Petra a c’hell an den ober din?


Rak e-keit ha ma vevo mab Jese war an douar, ne vi biken divrall, na te na da rouantelezh. Bremañ eta kas d'e gerc'hat ha degas-eñ din, rak din eo a varv.


Chom ganin ha na'z pez ket aon, rak an hini a glask va buhez a glask da hini. Diwallet mat e vi ganin.


Pa gav un den e enebour, hag e lezel a ra da vont kuit yac'h ha mat? Ra raio an AOTROU mad dit evit ar pezh ac'h eus graet din hiziv!


Ha bremañ setu, me a oar a-dra-sur e reni, hag e vo start etre da zaouarn rouantelezh Israel.


Tou din eta bremañ, dre an AOTROU , ne zistruji ket va gouenn war va lerc'h, ha ne zistruji ket va anv eus ti va zad.


Tud David a lavaras dezhañ: Setu an deiz m'en deus lavaret an AOTROU dit: Lakaat a ran da enebour etre da zaouarn; ober a ri dezhañ evel ma kavi mat. David a savas hag a droc'has pastell mantell Saül goustadik.


P'en devo graet an AOTROU da'm aotrou an holl vad en deus lavaret diwar da benn, ha p'en devo da lakaet rener war Israel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos