Disklêriañ a ris dezho e oa bet dorn mat va Doue warnon, hag ivez ar c'homzoù en doa ar roue lavaret din. Neuze e lavarjont: Savomp ha mañsonomp! Hag e kreñvajont o daouarn evit ober mat.
Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,
David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue,