Pa voe ar roue staliet en e di, hag en doe an AOTROU roet peoc'h dezhañ eus e holl enebourien tro-dro,
Ester 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned en amzer-se, evel ma oa azezet ar roue Asueruz war dron e rouantelezh e Suza ar gêrbenn, |
Pa voe ar roue staliet en e di, hag en doe an AOTROU roet peoc'h dezhañ eus e holl enebourien tro-dro,
Komzoù Nehemia mab Hakalia. Da viz Kislev, en ugentvet bloaz, evel ma oan e Suza ar gêrbenn,
ha ra lakaio ar roue kefridiourien en holl broviñsoù e rouantelezh, da zastum an holl verc'hed yaouank gwerc'h ha koant e Suza ar gêrbenn, e ti ar gwragez, dindan evezh Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez, ha ra vo roet dezho ar pezh a zo ret evit en em gempenn.
Hag e oa e Suza ar gêrbenn ur Yuzev anvet Mardoke, mab Jair, mab Shimei, mab Kish, ur Benjaminad,
Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.
Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!
Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.