mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;
Ester 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar roue a gomzas d'ar re fur o doa anaoudegezh an amzerioù. Rak evel-se e rae ar roue gant e aferioù, e-keñver an holl re a anaveze al lezenn hag ar varn. |
mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;
eus Zabulon: hanter-kant mil o vont er-maez d'al lu, doareet evit an emgann, gant armoù ar brezel, evit derc'hel o renk, gant ur galon youlek;
Met ar rouanez Vasti ne fellas ket dezhi sentiñ ouzh ar gourc'hemenn en doa roet dezhi ar roue dre ar spazhidi. Hag ar roue a gounnaras meurbet, e fulor en em danas ennañ.
Piv ne zoujfe ket ac'hanout, Roue ar broadoù? Kement-se a zo dleet dit, rak e-touez re furañ ar broadoù, hag en holl rouantelezhioù, den n'eo heñvel ouzhit.
War gement-se, ar roue a yeas droug ennañ hag a fuloras taer, hag e c'hourc'hemennas lakaat d'ar marv holl dud fur Babilon.
Ar roue a c'hourc'hemennas gervel an hudourien, ar steredourien, an divinourien, hag ar Galdeiz, evit displegañ d'ar roue e huñvreoù. Hag e teujont, hag en em zalc'hjont dirak ar roue.
Daniel a respontas dirak ar roue o lavarout: An dra guzhet a c'houlenn ar roue, na re fur, na steredourien, na hudourien, na divinourien ne c'hellint he diskuliañ d'ar roue.
Ar roue a grias gant nerzh da zegas ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien. Ar roue a gomzas, o lavarout da dud fur Babilon: Piv bennak a lenno ar skrid-se hag a lavaro din e zisklêriadenn, a vo gwisket a dane, a zougo ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag a vo an trede eus va rouantelezh.
ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c’hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c’hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,