Met sevel a raio ur roue nerzhus a reno gant ur galloud bras hag a raio ar pezh a fello dezhañ.
Daniel 8:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma sellis pizh, setu ur bouc'h a zeue eus ar c'huzh-heol o redek war an douar holl hep stekiñ an douar. Ar bouc'h-se en doa ur c'horn heverk etre e zaoulagad. |
Met sevel a raio ur roue nerzhus a reno gant ur galloud bras hag a raio ar pezh a fello dezhañ.
Penn an delwenn a oa en aour glan, he bruched hag he divrec'h en arc'hant, he c'hof hag he divorzhed en arem,
War da lerc'h e savo ur rouantelezh all bihanoc'h egedout, ha goude un deirvet rouantelezh a vo en arem hag a reno war an douar holl.
Goude-se e sellis, ha setu unan all heñvel ouzh ul loupard hag en doa pevar askell labous war e gein. Pevar fenn en doa al loen-se, hag ar vestroniezh a voe roet dezhañ.
Dont a reas betek an tourz en doa daou gorn hag am boa gwelet oc'h en em zerc'hel dirak ar stêr, hag e redas a-enep dezhañ gant fulor e nerzh.
Hag ar bouc'h a greskas kalz-meurbet, met pa voe galloudek, e gorn bras a voe torret. En e lec'h e savas pevar all heverk, etrezek pevar avel an neñvoù.