Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.
Daniel 8:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e klevis mouezh un den-a-greiz an Ulai o krial hag o lavarout: Gabriel, ro da gompren ar weledigezh dezhañ. |
Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.
Koulskoude disklêriañ a rin dit ar pezh a zo skrivet e skritur ar wirionez. N'eus den hag en em zalc'hfe ganin en traoù-se, nemet Mikael ho penn.
Tostaat a ris ouzh unan eus ar re a oa eno, hag e c'houlennis digantañ ar wirionez war an holl draoù-se. Hag e komzas ouzhin, hag e roas din an disklêriadenn anezho.
Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.
Lavarout a ris: Va Aotrou, piv int? Hag an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Mont a ran da ziskouez dit petra eo an traoù-se.
hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.
An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c’heloù mat-mañ.
Er c’hwec’hvet miz, an ael Gabriel a voe kaset gant Doue d’ur gêr a C’halilea galvet Nazared,
An dud a oa o vont gantañ a chomas dilavar en o sav, o klevout mat ar vouezh, met ne welent den.
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?
Me a zistroas evit gwelout a-belec’h e teue ar vouezh a gomze ouzhin. Pa voen troet, e welis seizh kantolor aour,
Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.