Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Daniel 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret. |
Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Hag e lavaras: Setu perak, selaouit ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Bennigit an AOTROU, c'hwi e holl armeoù, c'hwi hag a zo e servijerien hag a ra e volontez!
Neuze an douar a voe brañsellet hag a grenas, diazezoù ar menezioù a fiñvas hag a voe brañsellet, dre ma oa droug ennañ.
Hon Doue a zeu ha ne chom ket er sioulded. Dirazañ ez eus un tan loskus, en-dro dezhañ ur gorventenn nerzhus.
perak e savit, menezioù gant leinoù niverus, a-enep ar menez en deus dibabet Doue evit e chomlec'h? An AOTROU a vo o chom eno da viken.
Setu e teu anv an AOTROU eus a-bell, entanet eo e gounnar, pounner e vec'h, leun a imor eo e vuzelloù, e deod a zo evel un tan loskus,
Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.
En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.
betek ma teuas Henaour an deizioù, ha ma voe roet ar varn da sent an Uhel-Meurbet, ha ma teuas an amzer evit ar sent da berc'hennañ ar rouantelezh.
Met dont a raio ar varn, hag e vo lamet digantañ e vestroniezh, evit e zistrujañ hag e lakaat da vervel betek an diwezh.
Hag e tec’hot dre an draonienn-menez-mañ, rak an draonienn-menez a astenno betek Azel. Tec’hout a reot evel ma hoc’h eus tec’het dirak ar c’hren-douar, en deizioù Ozia roue Juda. Neuze e teuio an AOTROU va Doue, hag an holl sent a vo ganit.
Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.
Lavarout a reas: An AOTROU a zo deuet eus ar Sinai, hag a zo savet a-us dezho e Seir. Lugernet en deus eus menez Paran, deuet eo gant dekviliadoù santel, eus e zehou e teuas evito ul lezenn entanet.
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?
C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,
Diwar o fenn eo en deus Enok, ar seizhvet den abaoe Adam, profedet o lavarout: Setu, an Aotrou a zo deuet gant e zekviliadoù santel
Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c’hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.
Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d’an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù.