N'en em izelaas ket dirak an AOTROU evel m'en doa en em izelaet Manase e dad, rak eñ, Amon, en em lakaas kablusoc'h-kablusañ.
Daniel 5:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha te Belshazar e vab, ne'c'h eus ket izelaet da galon, petra bennak ma ouies an holl draoù-se. |
N'en em izelaas ket dirak an AOTROU evel m'en doa en em izelaet Manase e dad, rak eñ, Amon, en em lakaas kablusoc'h-kablusañ.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, ha n'en em izelaas ket dirak ar profed Jeremiaz, a gomze a-berzh genoù an AOTROU.
Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.
Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.
Te a lavare ez kalon: Pignat a rin d'an neñvoù, sevel a rin va zron dreist stered Doue, azezañ a rin war venez ar vodadeg, e pennoù an hanternoz,
Hag e vo graet trugarez d'an den fall? Ne zesk ket ar reizhder, hag e raio an droug e bro ar wirionez, ha ne sello ket ouzh meurded an AOTROU.
O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar c'hloar hag an enor.
Rak Yann a zo deuet d’ho kavout dre hent ar reizhder, ha n’hoc’h eus ket kredet anezhañ. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhañ. Ha c’hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n’hoc’h eus ket bet keuz goude-se evit e grediñ.
Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.