Ha Bat-Sheba a stouas, he dremm d'an douar, hag a zaoublegas dirak ar roue, en ur lavarout: Ra vevo da viken ar roue David va aotrou!
Daniel 5:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar rouanez a zeuas e sal ar fest en abeg da gomzoù ar roue hag ar re vras. Ar rouanez a gomzas o lavarout: O roue, ra vevi da viken! Ra ne vi ket trubuilhet gant da soñjoù, ha ra ne vo ket kemmet da zremm. |
Ha Bat-Sheba a stouas, he dremm d'an douar, hag a zaoublegas dirak ar roue, en ur lavarout: Ra vevo da viken ar roue David va aotrou!
Ar Galdeiz a lavaras d'ar roue en aramaeg: O roue, ra vevi da viken! Lavar an huñvre da'z servijerien, hag e tiskuilhimp dit an disklêriadenn.
Neuze dremm ar roue a voe kemmet, e soñjoù a drubuilhas anezhañ, juntoù e zivgroazell a laoskaas, e zaoulin en em skoas an eil ouzh egile.
Neuze ar vinistred hag ar satraped a vodadas etrezek ar roue hag a gomzas evel-se: Roue Dariuz , ra vevi da viken!