An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien.
Daniel 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue Belshazar a roas ur fest vras d'e vil re vras, ha dirak ar mil-se ec'h evas gwin. |
An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien.
er trede bloaz eus e ren, e reas ur fest d'e holl briñsed ha d'e holl servijerien. Pennoù arme Persia ha Media, aotrounez ha priñsed ar proviñsoù a oa dirazañ.
E-pad ma c'halve an Aotrou, AOTROU an armeoù, da ouelañ en deiz-se, da huanadiñ, da douzañ ho pennoù, da c'hourizañ ar sac'h,
AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: Biken an direizhder-se ne vo pardonet deoc'h, ken na varvot gantañ, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.
Ar c'hleze a zo war ar Galdeiz, eme an AOTROU, war dud Babilon, war he fennoù ha war e furien!
Pa vint tommaet, e kinnigin da evañ dezho, o mezviñ a rin, evit ma laouenaint ha ma kouskint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme an AOTROU.
Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.
Rak, pa vefent kenweet evel spern, ha mezv en o gwin, peurlonket e vint evel plouz sec'h.