An tañvouezennoù treut a lonkas ar seizh tañvouezenn brav. Lavaret em eus kement-se d'an hudourien, met hini anezho n'en displeg din.
Daniel 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huñvre, met ne c'helljont ket reiñ an disklêriadenn din. |
An tañvouezennoù treut a lonkas ar seizh tañvouezenn brav. Lavaret em eus kement-se d'an hudourien, met hini anezho n'en displeg din.
Diouzh ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasas da c'hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaras e huñvreoù met ne oa den evit o displegañ dezhañ.
Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,
Setu, Asiria a zo bet evel ur sedrezenn eus al Liban, gant skourroù kaer ha delioù stank o reiñ disheol; bez' e oa uhel a vent, he beg o sevel e-kreiz skoultrigoù fetis.
paotred disi, kaer, desket e pep furnez, o kaout gouiziegezh ha meiz er skiantoù, gouest d'en em zerc'hel e palez ar roue, evit bezañ desket e lennegezh ha yezh ar Galdeiz.
Ar Galdeiz a respontas d'ar roue o lavarout: N'eus den war an douar a c'hellfe diskuliañ ar pezh a c'houlenn ar roue, rak biskoazh ur roue, pegen bras ha galloudus e vefe, n'en deus goulennet un dra evel-se digant hudourien, steredourien, pe Kaldeiz ebet.
Daniel a respontas dirak ar roue o lavarout: An dra guzhet a c'houlenn ar roue, na re fur, na steredourien, na hudourien, na divinourien ne c'hellint he diskuliañ d'ar roue.
Respont a rejont an eil gwech o lavarout: Ra lavaro ar roue an huñvre d'e servijerien, hag e tiskuilhimp e zisklêriadenn.
Setu an huñvre am eus gwelet, me ar roue Nebukadnezar. Te Beltshazar, lavar e zisklêriadenn, rak ne c'hell hini ebet eus re fur va rouantelezh he reiñ din. Met te a c'hell, rak emañ spered an doueoù santel ennout.
Ar roue a grias gant nerzh da zegas ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien. Ar roue a gomzas, o lavarout da dud fur Babilon: Piv bennak a lenno ar skrid-se hag a lavaro din e zisklêriadenn, a vo gwisket a dane, a zougo ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag a vo an trede eus va rouantelezh.
Neuze holl dud fur ar roue a zeuas, met ne c'helljont ket lenn ar skrid, na reiñ e zisklêriadenn d'ar roue.