Met ma ne roit ket din da anavezout an huñvre, an hevelep setañs a skoio ac'hanoc'h holl. Rak hoc'h eus prientet un dra bennak faos ha touellus da lavarout din, o c'hortoz ma vo kemmet an amzer. Lavarit din eta an huñvre ha me a ouezo hag-eñ e c'hellot diskuliañ e zisklêriadenn.
Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huñvre, met ne c'helljont ket reiñ an disklêriadenn din.