Pediñ a reas anezhañ, ha Doue a asantas d'e bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiñ dezhañ da zistreiñ da Jeruzalem ha d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue.
Daniel 4:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kaset e vi kuit a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ. |
Pediñ a reas anezhañ, ha Doue a asantas d'e bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiñ dezhañ da zistreiñ da Jeruzalem ha d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue.
An AOTROU a ra kement a fell dezhañ en neñvoù ha war an douar, er morioù hag en holl zonderioù.
Eñ a respontas: A-benn warc'hoazh. Ha Moizez a lavaras: Graet e vo hervez da gomz, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzh an AOTROU hon Doue.
rak ar wech-mañ e kasin va holl c'houlioù war da galon, war da servijerien ha war da bobl, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzhin war an douar holl.
Moizez a lavaras: Adalek ma vin aet kuit eus kêr, ec'h astennin va daouarn etrezek an AOTROU , ar c'hurunadoù a baouezo ha ne vo ken a c'hrizilh, evit ma ouezi penaos an douar a zo d'an AOTROU .
Bremañ eta AOTROU hon Doue, dieub ac'hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioù an douar penaos out-te an AOTROU hepken.
Emañ ar broadoù evel ur banne o teverañ eus ur sailh, kontet int evel ur boultrenn en ur valañs; an inizi a zo sammedet evel traoùigoù munut.
Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.
Graet em eus an douar, an dud hag al loened a zo war an douar, dre va nerzh bras ha va brec'h astennet, hag e roan anezho d'an hini a fell din.
Eñ eo a gemm an amzerioù hag an degouezhioù, a ziskar ar rouaned hag a sav anezho, a ro ar furnez d'ar re fur hag ar ouiziegezh d'ar re skiantek.
Ar ger a oa c'hoazh e genoù ar roue, pa ziskennas ur vouezh eus an neñv: Roue Nebukadnezar, disklêriet eo dit e vo lamet da rouantelezh diganit.
Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.
evit ma ouezo holl bobloù an douar penaos eo kreñv dorn an AOTROU , hag evit ma toujot dalc'hmat an AOTROU ho Toue.