Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.
Daniel 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar wezenn-se a oa deuet da vezañ bras ha kreñv, hag he lein a stoke ouzh an neñvoù, hag e veze gwelet eus pennoù an douar holl. |
Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.
Diavaezidi, ar spontusañ eus ar broadoù, o deus he zroc'het hag he zaolet kuit. He skourroù a zo kouezhet war ar menezioù hag en holl draoniennoù, hag he skoultrigoù a zo bet torret en holl stêrioù ar vro. Holl bobloù an douar o deus en em dennet eus he skeud hag o deus he dilezet.
Setu perak he deus tremenet hec'h uhelder e-biou da holl wez ar parkeier, liesaet eo bet he skourroù, hag he barroù o deus en em astennet a-drugarez d'an doureier bras he lakae da greskiñ.
Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c’hoazh hiziv en he sav.
Selaou, Israel! Emaout o vont da dremen hiziv ar Jordan evit trec'hiñ pobloù brasoc'h ha kreñvoc'h egedout, kêrioù bras ha mogeriet betek an neñv,