Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.
Daniel 3:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma oa urzh ar roue strizh, ha ma oa ar fornez entanet dreistordinal, ar flammoù-tan a lazhas an dud o doa taolet enni Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. |
Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.
An Ejipsianed a vounte ar bobl da vont kuit buan eus ar vro, rak lavarout a raent: Emaomp holl da vont da vervel.
Penn ar spazhidi a roas anvioù all dezho. Ober a reas eus Daniel: Beltshazar, eus Hanania: Shadrak, eus Mishael: Meshak, hag eus Azaria: Abed-Nego.
Komz a reas ouzh Arjok, ofiser ar roue, o lavarout: Perak eo ken garv ar setañs a-berzh ar roue? Arjok a roas da anavezout an dra da Zaniel.
War urzh ar roue, an dud o doa tamallet Daniel a voe degaset ha taolet e foz al leoned, int, o mibien hag o gwragez. A-raok m'o doa stoket ouzh foñs ar foz, al leoned a grogas enno hag a vruzunas o holl eskern.
Herodez, o vezañ lakaet d’e glask hep gallout e gavout, a reas goulennoù ouzh ar warded hag a c’hourc’hemennas o degas kuit. Neuze e tiskennas eus Judea da Gezarea hag e chomas eno.