Respont a rejont an eil gwech o lavarout: Ra lavaro ar roue an huñvre d'e servijerien, hag e tiskuilhimp e zisklêriadenn.
Daniel 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue a respontas o lavarout: Kompren a ran bremañ e klaskit gounit amzer, dre ma welit ne'm eus ket soñj eus an dra. |
Respont a rejont an eil gwech o lavarout: Ra lavaro ar roue an huñvre d'e servijerien, hag e tiskuilhimp e zisklêriadenn.
Met ma ne roit ket din da anavezout an huñvre, an hevelep setañs a skoio ac'hanoc'h holl. Rak hoc'h eus prientet un dra bennak faos ha touellus da lavarout din, o c'hortoz ma vo kemmet an amzer. Lavarit din eta an huñvre ha me a ouezo hag-eñ e c'hellot diskuliañ e zisklêriadenn.