Az pez soñj eus da Grouer e-pad deizioù da yaouankiz, a-raok ma teuio an deizioù fall, a-raok ma erruo ar bloavezhioù ma lavari diwar o fenn: Ne gemeran ket plijadur enno,
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.
Ha kement-se a dleit d’ober en abeg d’an amzer ma’z omp ennañ, rak houmañ eo an amzer deomp da zihuniñ eus hor c’housk, pa’z emañ ar silvidigezh tostoc’h deomp eget pa hon eus kredet.