Faraon a gasas da c'hervel Jozef, a oa lakaet buan er-maez eus an toull-bac'h. Aotennet e oa, lakaet e oa da cheñch e zilhad, hag e teuas da gavout Faraon.
Daniel 2:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Arjok a gasas buan Daniel da gichen ar roue, hag a gomzas evel-henn: Kavet em eus e-touez harluidi Juda un den a roio an disklêriadenn d'ar roue. |
Faraon a gasas da c'hervel Jozef, a oa lakaet buan er-maez eus an toull-bac'h. Aotennet e oa, lakaet e oa da cheñch e zilhad, hag e teuas da gavout Faraon.
Setu amañ mibien ar proviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
Neuze Daniel a voe degaset dirak ar roue. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Hag ez out an Daniel-se, a-douez harluidi Juda bet degaset gant ar roue va zad eus Juda?
Neuze e respontjont, o lavarout d'ar roue: Daniel, unan a-douez mibien harluet Juda, ne ra van ebet ouzhit, o roue, nag ouzh an difenn ac'h eus sinet, met e bedenn a ra teir gwech bemdez.