Daniel 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Daniel a gomzas gant poell ha furnez da Arjok, penn gwarded ar roue, a oa o vont da lakaat d'ar marv tud fur Babilon. |
Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.
D'an dekvet eus ar pempvet miz, en naontekvet bloaz eus Nebukadnezar roue Babilon, Nebuzaradan penn ar warded ha servijer roue Babilon a zeuas e-barzh Jeruzalem.
Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras an holl vogerioù a oa en-dro da Jeruzalem.
Komz a reas ouzh Arjok, ofiser ar roue, o lavarout: Perak eo ken garv ar setañs a-berzh ar roue? Arjok a roas da anavezout an dra da Zaniel.
Neuze ez eas Daniel da gavout Arjok, an hini karget gant ar roue da lazhañ re fur Vabilon. Mont a reas hag e komzas outañ evel-henn: Na laka ket d'ar marv tud fur Vabilon, met va c'has da gichen ar roue, hag e roin dezhañ an disklêriadenn.