Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit.
Daniel 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Galdeiz a respontas d'ar roue o lavarout: N'eus den war an douar a c'hellfe diskuliañ ar pezh a c'houlenn ar roue, rak biskoazh ur roue, pegen bras ha galloudus e vefe, n'en deus goulennet un dra evel-se digant hudourien, steredourien, pe Kaldeiz ebet. |
Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit.
Ar roue a c'hourc'hemennas gervel an hudourien, ar steredourien, an divinourien, hag ar Galdeiz, evit displegañ d'ar roue e huñvreoù. Hag e teujont, hag en em zalc'hjont dirak ar roue.
Daniel a respontas dirak ar roue o lavarout: An dra guzhet a c'houlenn ar roue, na re fur, na steredourien, na hudourien, na divinourien ne c'hellint he diskuliañ d'ar roue.
Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huñvre, met ne c'helljont ket reiñ an disklêriadenn din.