Met penn rouantelezh Persia en deus stourmet ouzhin e-pad un deiz warn-ugent. Ha setu, Mikael, unan eus ar pennoù-bras, a zo deuet da'm sikour, hag ez on chomet eno e-kichen rouaned Persia.
Daniel 10:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude disklêriañ a rin dit ar pezh a zo skrivet e skritur ar wirionez. N'eus den hag en em zalc'hfe ganin en traoù-se, nemet Mikael ho penn. |
Met penn rouantelezh Persia en deus stourmet ouzhin e-pad un deiz warn-ugent. Ha setu, Mikael, unan eus ar pennoù-bras, a zo deuet da'm sikour, hag ez on chomet eno e-kichen rouaned Persia.
En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.
Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.
Gwirion eo gweledigezh an abardaezioù hag ar mintinoù a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mañ, rak e komz diwar-benn un amzer bell.
Hag e kelennas ac'hanon, e komzas ouzhin hag e lavaras: Daniel, bremañ ez on deuet evit da lakaat fur ha skiantek.
Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.
Hogen Mikael an arc’hael, pa stourme a-enep an diaoul diwar-benn korf Moizez, ne gredas ket dougen un tamall a vallozh, met lavarout a reas: Ra c’hourdrouzo an Aotrou ac’hanout!
Un emgann a c’hoarvezas en neñv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled,