Pa glev ar shofar, e lavar: War-raok! A-bell e c’hwesha an emgann, mouezh kreñv ar pennoù hag ar c'harmadeg.
Apocalyps 9:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d’an emgann. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beza ho doa cuirasennou evel cuirasennou houarn; hag an drouz euz ho diou‐askel a oa henvel ouz trouz kirri ha kalz a gezec o redec d’ar brezel. |
Pa glev ar shofar, e lavar: War-raok! A-bell e c’hwesha an emgann, mouezh kreñv ar pennoù hag ar c'harmadeg.
Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.
En abeg da drouz tregernus karnioù e virc'hed galloudek, en abeg da storlok e girri, en abeg da dourni e rodoù, an tadoù ne droint ket etrezek o mibien, ken laosk ma teuio o daouarn.
Evel-se e welis ar c’hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c’hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr.